Degemer mat war lec’hienn Breizh-Cymru. Savet eo bet al lec’hienn-mañ evit kaout ul lec’h da lakaat traoù diwar-benn Bro Gembre ha Breizh hag o yezhoù. Ar gevrenn gentañ war al lec’hienn eo geriadur brezhoneg-kembraeg Rita Williams hag a zo aet d’an anaon. (Pennad Wikipedia - Rita Morgan Williams - Wikipedia). Labouret he doa Rita war ar geriadur betek fin he buhez e 2018. Hervez bolontez he familh ez embannomp an dafar e-giz m’az eo bet kavet war he urzhiater dezhi. Seblantout a ra deomp e oa tost da echuiñ gant al labour. An dra nemeti a zo bet kemmet eo lezel er maez un nebeut troioù-lavar ha ne oa troidigezh ebet evito ha notennet e-giz-se gant Rita. Kalz a anvioù bleunioù ha plantennoù a zo er geriadur. C’hoant hon defe standartaat anezho gant anvioù botanegel reizh ha kroget hon eus gant al labour met dibabet hon eus embann ar geriadur araok mont pelloc’h gant al labour-se. Engavet omp e fin al lizherenn B, da lavarout eo war-dro ar bevarenn eus al labour.

Ar Geriadur